Ur Vreutaerez levezonet

Gant Strollad DIZOLO
(Joėlle AUDIC, Laurence GUILLO, Karine LAINE, Emmanuel ROY)

Emań bannoł an heol o tont betek kreiz ar gegin bremań hag e klaskan echuiń ma zasad kafe buan-ha-buan. N’em eus ket c’hoant da vezań diwezhat el lez-varn hiziv hag eizh eur hanter eo dija. Leun eo an dar gant al listri a oa bet implijet dec’h da noz : pedet em boa mignoned da zebriń ur paėlla. Fenoz e vo skaotet al listri ha kempennet ar ranndi, n’em eus ket amzer d’ober se diouzhtu. Amzer din da wiskań ma mantell ha da flourań ma c’hazh hag on aet.
Evel bep merc’her e tremenan hebiou da merc’h an amezegez a zo o tont en-dro eus ti ar baraer gant baraennoł kornek tomm. 
- "Demat Itron ar vreutaerez!“ O vousc'hoarzhin emań.
- "Demat Cécile! Chańs ac'h eus, heol a zo hiziv! Devezh mat dit!"
E traoń ar savadur, e straed Palestinia e tivizan kemer penn an hent war-zu an Thabor. Emań an nevezamzer o tont ha c'hoant am eus da arvestiń ouzh cheńchamantoł an Natur. Erru eo glas ar gwez ha krog eo ar bleunioł da reiń liv flamm d’al liorzh. Met siwazh n'em eus ket amzer da estlammań ouzh kan al laboused hag e klaskan mont fonnusoc'h bremań. Emaon o tremen hebiou da dor-dal vras an Thabor ha treuziń plasenn Sant Melen. Kement a vall zo warnon ma ne welan ket ur c’harr o tont eus an tu-dehou nemet un nebeut eilennoł a-raok kouezhań war al leur. 
Astennet on e-kreiz an hent ha goude bezań digoret ma daoulagad e welan ur paotr yaouank o sellet ouzhin.
- "Itron, Itron, Mont a ra mat ganeoc’h?"
- "... N’ouzon ket..." O stekiń ma fenn emaon.
- "Sońj ho peus eus hoc’h anv?"
-"... Ya... Géraldine... Géraldine Lecomte."
- "Me a sońj din e vefe gwell deoc’h mont d’an ospital."
- "Ya. Moaien zo deoc’h da c’hervel ur c’hlańvgarr, mar plij?"
- "Gallout a ran kas ac’hanoc’h ma c’hellit fińval?..."
- "Trugarez Aotrou."
- "Dont a rit a-benn da sevel?"
- "Ya."
O terc’hel krog e brec’h ar paotr e savan hag eń da gas ac’hanon betek e garr-tan. 

 

A-raok, aergelc'h feltr ur ranndi kled er c'harterioł brav, ar valeadenn, al laboused ha diouzhtu goude, karlaj gwenn ha yen an ospital, lińselioł gwenn ha yen ar gwele, ur gouloł re-wenn a-us ar gwele, un daol vihan gant tiretennoł, gwenn ivez, ur medisin, klańvdiourezed saroioł gwenn ganto.
Ar goulennoł, an arnodennoł, ha promesa ur yac'haat fonnus goude 48 eurvezh arselladenn en ospital.

Ur pennad-amzer buhez gwir, traomatekoc'h eget ar strońsadenn, ar gouezhadenn, ar meiz kollet hag an dihun war ar bitum.

Sellout a ran tro dro din. Ma zraoł din a zo bet lakaet war ar gador-vrec'h. Gwisket on bremań gant un hiviz-noz, gwenn, vil, gant un dikedenn a-us ar vronn gleiz anv an diazezadur warni.

Santout a ran an anken o kreskiń ennon. Ne gomprenan ket perak. N'on ket klańv...bremań met bevet em eus un dra spontus...Un trouz o tasseniń e-barzh ma fenn evel un taol-fuzuilh...Petra a c'hoarvez ganin?

Emań ma fellgomzer-hezoug war un dablezenn, en tu dehou, e kichen ur pellgomzer kozh un dremm warnań. 
Dleet eo din pellgomz d’am zud. N'eo ket. Re bell, re ziank. Bloavezhioł 'zo dija, an Aotrou hag an Itron Lecomte o deus dibabet kuitaat Bro-c'hall evit bevań troioł-kaer e penn all ar bed. Gwerzhet o deus o stal levrioł, o zi hag abaoe e foetont bro. War ma urzhiataer ez eus erruet postelioł eus Aostralia, Bro Japan, Kaledonia-Nevez......gant ar memes gerioł "Brav eo ar vro, an dud a zo jentil-tre... da dud da gar...". Tamm ha tamm eo deuet ma zud da vezań estrańjourien evidon.

Digoret eo dor ar gambr gant blenier an 2CV. Deuet eo da gaout keloł diwar ma fenn hag ul levr en deus kaset din. P’emaomp o komz asambles e tisońjan ma sońjoł du.
Goude e ziblas e splujan e-barzh al levr : ur seurt "thriller" er grennamzer...

Da c’hwec’h eur hanter rik on dihunet gant ar merc'hed a servij al lein. Gweladenn ziwezhań ar c’hlańvdiour eo ivez:
- "Mont a ra mat ar mintin-mań ? Kousket mat hoc’h eus?"
- "N’em eus ket, n’em eus ket kousket kalz..."
- "Un tammig memestra...Komzet hoc’h eus e-kerzh ho kousk... Galvet hoc’h eus ho c'hoar...C’hoant ho poa da gomz ganti..."

N’em eus ket c'hoar ebet.

 

D’an 21 a viz Mae 1937

N’ em eus ket sońj pegoulz e oan krog da gaout poan. Poan-spered hepken peogwir eo bet ar boan em c’horf bepred. Ganet on bet ganti. Gouelań a raen kalz pa oan bihan met gallout a raen bezań ur bugel bourrus ivez pa ‘m boa lonket louzeier tanavaet en dour ha lakaet e-barzh ma bured. Met ne gredan ket o dije gwelet ma zud ar mousc'hoarzh a raen d'ar vuhez.
Tamm ha tamm em eus komprenet gwelloc’h e oa ma c’horf ur binijenn evit ar re all.

Dec’h da noz em boa renket al levr em boa lennet en ospital hag em boa lakaet ma fallaenn a gostez ivez.
Pa ’z on savet ar mintin-mań em eus sońjet e oa hiziv an deiz diwezhań evit mont er-maez ha prenań dilhad nevez. A-benn ur sizhun e vo eured ma mignoned kaer Leļla ha Perig.

Emaon o redek betek lec’h-ehan ar c’harr-boutin niverenn 10 a zo oc’h erruout dres. Deiziadań a ran ma bilhed prenet digant ar bleiner, hag ez an da azezań er fońs e-tal ar prenestr evit sońjal un tamm em frenadennoł : ur sae pe bragoł hag un hiviz, botoł, ur sac’h ha marteze, ma ‘m bez amzer a-walc’h, manegoł hag un tog…E kreiz-kźr Roazhon ez eus stalioł brav gant dilhad a bep seurt ha prizioł a bep seurt ivez !
Erru eo ar c’harr-boutin e Republik dija ha poent eo din diskenn. Sellout a ran ouzh ur stal-botoł, plijus ha brav eo ar rakstal, met gwelloc’h eo gortoz bezań prenet an dilhad a-raok !

Mont a ran e-barzh ur stalig e Kolombia ha souezhadenn ! Pep pezh dilhad a blij din ! Dibab a ran teir sae, daou vragoł hag un hiviz. Ur wech el logell e wiskan ar bragoł kentań hag an hiviz : siwazh eo re verr ar bragoł, ha me bras ha moan. Sur on : gwelloc’h e vefe prenań ur sae ! Gant an hini c’hlas on kaer-kenań ‘benn ar fin : he danvez a zo flour ha tanav, he ment peurvat. An hini wer a zegouezh mat din ivez. Siwazh c’hoazh eo re hir ar sae ha n’on ket plac’h ar gwriat. Neuze e c’houlennan gant ar werzhourez hag-eń e c’helle diskoulmań ar gudenn diouzhtu hag eo ret din pouezań memes tra rak n’eus den ebet dieub evit ober al labour-mań buan.
Pa guitaan ar stal e sońjan er botoł en-dro hag e tistroan eno: goude bezań esaet tri rumm e prenan botoł alaouret hag ur sac’h a jaoj outo. Un tammig skuizh on bremań met c’hoant m’eus da gaout un tog ivez hag aet on war zu straed Sant Mikael evit kavout unan. Siwazh eo serr ar stal hiziv : ur c’hańv zo e familh ar perc’henn, digor e vo en-dro a-benn disadorn…“Re ziwezhat“ a c’hrosmolan.
Er rakstal e welan togoł gant stummoł ha livioł a bep seurt, met dreist-holl eo sachet ma evezh gant un tog kloc’h mod ar bloavezhioł tregont. Hag a-daol-trumm e teu ar jak da vezań ur plac’h gwir hag em eus sońj bezań gwelet anezhi dija, pell ‘zo marteze, ha pelec’h, n’ouzon ket ! Badaouet on gant ar pezh emaoń o paouez gwelet. Pa zistroan d’ar gźr e tremenan dirak stal ur ficherez-vlev ha e tivizan mont e-barzh evit diskuizhań ha bezań prest evit an eured.

Pell zo n’em eus ket gwelet ma mamm-gozh. Ha padal n’emaomp ket o chom gwall bell an eil diouzh eben. Ur 80 kilometrad bennak zo etre Roazhon ha Sant-Yowan-an-Havreg. Foulet on gant al labour avat, e doare ma ne ran ken nemet kas kartennigoł da hetiń « bloavezh mat » pe « deiz ha bloaz laouen » dezhi. Pa vez amzer vak dic’hortoz ganin e tivizan mont da Sant-Yowan. Mamm-gozh a lamm gant joa pa glev ac’hanon o kas ar c’heloł-mań er pellgomzer. Evel just e c’hellan chom un nebeut devezhioł evit diskuizhań mat ! Laouen !
Loc’hań a ran kuit deus Roazhon gant ma c’harr. Evit ur wech n’eus tamm mall ebet warnon. Gallout a ran profitań, ober an traoł war ma fouez, hep kaout aon e vije re verr ma amzer. War an hentoł bihan em eus c’hoant da vont neuze. Goustadik, dre ar parkeier glas, an traońiennoł teńval, ar c’hźriadennigoł gris. 
Pa welan panell Begerel, « keoded al levrioł », e teu ar sońj din n’eus deuet tra ebet ganin da brofań d’am mamm-gozh. Lezel a ran ma c’harr war plasenn an iliz hag ez an e-barzh unan deus al levrdioł a vez kavet stank er bourk. 
Ur c’hloc’hig a dint pa vountan war an nor. Koulskoude ne ziskouezh den ebet e fri er stal. « Start ‘vo ober ur choaz… » a sońjan. Kantadoł a levrioł a glink ar mogerioł, deus al leur betek ar solier, kement ma’z eo ret pignat gant ur skabell goad evit tapout ar re uhelań. Tostaat a ran ouzh un estajerenn. Lakaat a ran ma dorn war ul levr, met ne zeuan ket a-benn da beursachań anezhań, ken sac’het eo gant ar re all er renkennad. Ur groc’henenn poultren a chom war pennoł ma bizied. Neuze e verzhan ur marc’h koad, ur mell levr warnań, en tu all d’ar stal. War ar golo lźr e lennan : « Manerioł Sant-Maloł, un teńzor dianav ». « Hemań n’eo ket marc’hadmat », eme ur vouezh skiltr. Gourlammat a ran en ur dreiń ma c’hein : ur paotr kozh, bihan ha ront a zo o vousc’hoarzhin ouzhin. « Evidoc’h e vo un distaol, koantenn ma’z oc’h ! ». Ha me da vont ruz. 
Prenet ar prof ganin e skoan war zu Dinan. Aze ez an da vale war moger-dro ar c’hreiz-kźr, hag er straedoł a ziskenn war-ziribin betek ar rinier. Er porzh bihan e kavan un ti-krampouezh e lec’h ma tebran ur begad. 
Goude merenn e kendalc’han sioul ma beaj war ribl ar Renk betek Kastell-Noez. Ne chom nemet nav c’hilometrad war an hent bras N137 evit tizhout ma fal. Tost erruet on pa welan a-gleiz, en tu all d’an hent, ur pikol ti kouezhet en e boull. N’am eus ket amzer da c’horrekat, kuzhet an ti gant ar c’hleuz…
Hep gouzout perak on strafuilhet c’hoazh gant ar gwel-mań pa bokan d’am mamm-gozh. Evel just emań-hi o fardań ur gwir friko. C’hwezh vat ur soubenn a zeu betek treuzoł an ti. Lonkań a ran diouzhtu ma zrubuilh. Reiń a ran laouen un dorn d’ar geginerez en ur respont d’ar goulennoł niverus savet ganti. 
E fin ar pred e profan al levr dezhi. « Renabl skeudennaouet Manerioł Sant-Maloł ». Savet e 1901.“ Kavet am eus anezhań e Begerel ", emezon. Mamm-gozh a zistouf ur voutailhad sistr all, ha gant ar brasań plijadur e vraslenn he frof diouzhtu. Pep maner a zo bet treset brav ha deskrivet pizh. E-barzh ar pennadoł ez eus kaoz eus istor ar savadur hag hini e berc’henn kentań. Mamm-gozh a drugareka ac’hanon adarre hag ez eomp da gousket. E teńvalijenn ma c’hambr e sońjan c’hoazh en ti em eus merzhet war vord an hent-tizh, tost ouzh ar rinier. Divizout a ran mont d’ober un tamm tro war an tu-se diwezhatoc’h.

 

D’ar 24 a viz Mae 1937

Bevań a raen e-barzh un toull-bac'h "alaouret". Ma zad, ur c'henwerzher pinvidik, a oa un den anavezet; Prezidant Kambr Kenwerzh Sant-Maloł, Presidant Kuzul-merań ur bank bras...
Tamm ha tamm em eus komprenet ivez e oan un dańjer evit buhez sokial ma zud.

An heol a erru e-barzh ar gambr. Dihunet on bremań met n’em eus ket c'hoant da fińval. Ar vatalasen a zo blod hag e ra un toull evel un neizh. Brav eo din. En em santout a ran diwall.
Emaon o tigeriń ma daoulagad a-benn ar fin. Ober a reont tro ar gambr. Anavezout a ran luc’hskeudennoł eured ma zud-kozh, un daolenn graet gant poentoł kroaz a ziskouez daou gi dirak ur c'hoad, ur grusifi, ur luc’hskeudenn all, ma zad-kozh gwisket gant dilhad-soudard e-kerzh ar brezel kentań, un armel gozh e-lec'h ma vez renket lien an ti gant ma mamm-gozh. Pep tra a zo roz ha gell er gambr : ar rideozioł, ar paper-moger ...heńvel rik ouzh tiez ar poupinelloł. Pa sońjan... ret e vo din goulenn gant ma mamm-gozh hag-eń he deus miret ma foupinell borselen. En em welout a ran ganti c'hoazh e-barzh ma divrec'h, he dremm koant, he muzelloł ruz, seizennoł satin glas e-barzh he blev rodellek.

C’hwezh ar c’hoar zo en ti a-bezh met c'hwezh ar c’hafe a zeu betek ar gambr ivez bremań... Savet eo mamm-gozh.
Emaon o fińval hag o klask ma sae-gambr. Fresk eo an amzer lhiziv…

E-barzh ar gegin eo tommoc'h un tamm. Mamm-gozh he deus c'hwezhet war an tan en-dro e-barzh an oaled, graet he deus kafe ha baraennoł kornek a zo war an daol. Sur on ne bren ket seurt traoł eviti hec’h-unan james. Mont a ran da azezań a ran en he c’hichen:
- "Kousket ac’h eus mat ma flac'h? Barradoł-avel kreńv a zo bet en noz-mań ha torret eo ur brank er wezenn-gerez.."
N’em eus ket klevet netra...Lennet em boa un tamm ha goude-se em boa kousket mat betek ar mintin-mań...Dec'h da noz em boa furchet un tamm e-barzh an arc'h e-lec'h m’ az peus lakaet ma c'hoarielloł kozh ha n’em boa ket kavet ma foupinell borselen muiań karet..."
- "N’em eus ket sońj eus an dra-se... Sur out ?..."
- "Ya, bet am boa ar prof-se evit ma deiz-ha-bloaz...Gwelout a ran an arvest en-dro... Ur sae vrav am boa lakaet, ur sae velen, bleunioł bihan warni hag ur gouriz...heuzoł-lźr a oa ganin ivez...N'ouzon ket, marteze ..."
- "Souezhet on, n’em eus ket gwelet ac'hanout gant ur sae gwezh ebet, da vamm ha te a veze gwisket atav gant bragoł hir pe bragoł berr pa veze tomm an amzer...Pa zeues d’am gwelet, evit ar vakańsoł, ne veze kavet, e-barzh da valizennad, nemet jeans, ti-cheurtoł ha botoł-sport..."

Drol eo. Ijinet em eus tout? Ur vignonez din e oa kentoc'h? Padal e tiskouez pep tra bezań gwir. N'on ket ken kozh, n'hallan ket en em vankout...
Ma, ret eo disońjal tout an traoł-se... Krediń a ra din eo brellet ma spered gant ar gwallzarvoud...Ret e vo din pellgomz d'ar medisin memestra...

Emań Mamm-gozh oc’h echuiń he eil bolennad kafe, lakaat a ra anezhi war an daol ha sevel a ra he daoulagad davedon,he daoulagad glas distronket a-dreńv d’he lunedoł.
- "Gallout a rafemp mont da vale, brav eo an amzer ha ret eo din mont da welet Jeanne Ar Bihan evit kas dezhi ar pezh am eus prenet eviti..."
- "Mat eo din, emaon o vont d’en em walc’hiń hag emaon o tont..."

Sioulaet eo an avel bremań ha plijus-kenań eo an amzer. Emań ar gwez-frouezh e bleuńv ha jardin ma mamm-gozh a zo leun a vleunioł.
Tapout a reomp ma c'harr, emań Jeanne o chom ur 15 kilometrad bennak ac’hann ha c'hoant em eus da dremen en-dro dirak ar "malouiničre" kozh am boa merzet dec'h. Erruet dirak an ti e choman a-sav.
- "Domaj eo dilezel un ti ken brav..."
Ma mamm-gozh he deus lāret ar pezh a sońjen.
- "Abaoe pell n’ eus bet den ebet en ti-mań?"
- "Ya, me gav din abaoe ur gwallreuz a zo bet c'hoarvezet amań..., pell zo..., er bloavezhioł 30 marteze... Setu ar pezh a zo bet kontet din gant tud ar vro, re vihan e oan evit kaout sońj resis...."
- "Ha petra zo c'hoarvezet?"
Chaous! O vakańsiń emaon met re gurius on evit ar pezh a sell ouzh an darvoudoł liesseurt.
- "Ur muntr... ur plac'h yaouank he doa lazhet he c'hoar... met ar spontusań... den ebet ne ouie e oa div verc’h er familh-se...un istor e-giz se..."
Gouzout a ran dija e vo ret din klask gouzout hiroc’h diwar-benn an afer-se. Sur on ez eus tu da gavout titouroł all, pennadoł-skrid e-barzh kazetennoł kozh pe rentań-kont ar prosez.

Hep ijinań ar pezh emaon o prientiń, e komz ma mamm-gozh eus he buhez pa oa bihan tout. Chomet eo he spered er bloavezhioł 1930.

 

D’ar 25 a viz Mae 1937

Bras e oa an ti. Dizoloet em eus anezhań pa oan krog da gerzhout war ma farlochoł, e-tro tri bloaz. Daoust d'am divhar bihan distummet e kerzhen e pep lec'h. Souezhet e veze an holl gant ar startijenn a oa ennon. Krediń a ra din o dije kavet gwelloc’h e chomfen sioul e-barzh ma c’hambr.
Ruzań a raen ma daoulin war ar marbr yen, bountet gant ar guriusted. Ar pezh en ti a blije din ar muiań a oa burev ma zad. Al lambrusk-derv hag al levraoueg a oa un estlamm evidon.

Met pa zeue mignoned ma zud du-mań e veze prennet an dorioł warnon hag e chomen bac’het em c’hambr.

Debret eo lein gant ma mamm-gozh ha me, war taol vihan ar jardin. Irvin ruz al liorzh gant bara hag amann, keusteurenn gant patatez, keuz gant kaotigell fiez fardet gant ma mamm-gozh. N’hon eus ket komzet eus an ti kozh en dro. Chomet omp, azezet dindan an heol, o pouezań butun ur pennadig. Goude ar banne kafe e tivizan mont d’ober un dro en Ti-Kźr evit furchal un tammig e-barzh an dielloł a zo bet miret eno. Un ti-kźr bihan tout eo ha ne gavan ket kalz a dra estreget kazetennoł kozh. Follenata a ran Ouest Eclair ar bloavezhioł-se. N’ eus netra diwar-benn ur muntr bennak er vro-mań. Ha neuze e c'houlennan ar bloavezhioł 1920-1929. A-daol-trumm, e-barzh niverenn ar 15 a viz Here 1928, e vez sachet ma evezh gant ur pennadig. E-kreiz ur bajenn e lennan: "Un accident ą la Wast". Pemp linenn etre tout. Gant un taol fuzuilh e vije bet lazhet diwar ul lamm ur plac'h yaouank. Drol eo. Ma mamm-gozh he doa lavaret din e oa ur muntr... 
E-barzh kazetenn an deiz war-lerc'h e kavan titouroł all. Ur familh a veve e-barzh an ti bras-mań, prenet tregont vloaz a-raok. Hervez tud ar vro, ne oa nemet ur bugel er familh, ur plac'h a oa 12 vloaz d’ar mare-se. Koulskoude, ar plac'h a zo bet lazhet gant he c'hoar, a oa 2 vloaz yaouankoc’h eviti. Ar c’hazetenner ne gont tra diwar-benn an den-mań. War a seblant he doa ar plac'h yaouank un dalc'h-korf bennak, ha n’ez ae ket er maez eus an ti alies.

An devezhioł war-lerc'h e klaskan, e furchan, e c'houlennan, e imbourc'han... Erru on sorc'hennet gant an istor-se, evel ma vije tasmantoł an dud varv a-dreńv din... A-wechoł e vez kreńvoc'h c'hoazh evel ma vijen-me tapet e-barzh an afer-se. Abaoe ma gwallzarvoud ez eus bet cheńchet traoł zo. Gwelloc'h eo ganin sońjal ez eus ur sekred da zizoleiń met ne zeuan ket a-benn da zisplegań tout ar pezh a santan, a welan... War a seblant e teu an tudennoł, an traoł... eus an amzer dremenet... Na pegen gwir int!

Re gozh eo an istor, re hudur pe re guzh... Den ebet n’en deus c'hoant da gaozeal eus se ken. Divizout a ran mont da welet ur vaouez kozh a zo o chom er vro a-vihanik. Peizanted e oa he zud. Bemdez e oant war an hentoł gant ar plac'hig. Mont a raent d’ar marc'hadoł evit gwerzhań ar pezh o doa gounezet en o zachenn vihan...
Abred-tre he doa diskouzet ar plac'hig galloudoł souezhus. War a seblant e oa gouest da gontań traoł diwar-benn tud pe traoł tremenet. Tud ar vro a sońje dezho, evel just, e oa gouest da zivinout an amzer da zont ivez. Setu, pa veze he zud a-dreńv d’o stal e veze-hi o trokellat e-touez an dud evit kinnig he servijoł.

Abaoe ar bloavezhioł-se en doa graet berzh he c'henwerzh bihan. Koulskoude emań ar vaouez kozh o vevań c'hoazh en ti bihan lezet dezhi gant he zud. War a seblant ne laka ket war wel an arc'hant gounezet e-giz-se!!!

Dec'h hor boa lakaet un deiz d’ am gweladenn : hiziv da 2e goude-merenn. An eur rik eo. Skeiń a ran ouzh an nor hag o klevout he respont ez an e-barzh ur pezh bihan-tout, stambouc'het gant kalz arrebeuri. Abaoe pell he doa laosket a-gostez he dafar diawelout: brizh-c'houloł, ur momeder, ur voul gristal...Ar vaouez a zo kozh-noe. Krec'higennoł don a resenn he dremm met he sell a zo lemm, talarek ha krediń a ra din e anavez pep tra a zo da c’houzout diwar ma fenn dija.
- Fellout a ra dezhi lavarout deoc'h un dra...
- Piv ?
- Ar plac'h yaouank...
- Pe hini ?
- Louise,...Louise Penhouėt
Sońj em eus, gwelet em eus an anv-se e-barzh ar gazetenn. Anv ar familh a oa o chom e-barzh an ti bras.
- Petra he deus c'hoant da lavaret din ?
- Gouzańvet he deus ha poan he deus c'hoazh...
Ar plac'h a oa bet lazhet moarvat... An diviz-se a zo dreistgwirvoudel ha c'hoant em eus da zilezel ...
- N'hallit ket paouez bremań, c’hwi eo hi ha hi eo c’hwi…
Aon em eus da gompren. Nann, n'eo ket possubl, ar vaouez-se a zo droch. Koulskoude n’em boa ket lavaret netra dezhi diwar-benn an istor kozh-se. Mont a ran er maez, buan, hep lavarout kenavo, evel ur plac'h diseven.
An istor-se a zo ur gwallhuńvre. 

Tapout a ran ma c'harr en-dro. P’ emaon oc'h ober hanter-dro, e welan ar vaouez o sellet ouzhin war treuzoł an nor. N'eo ket foll tamm ebet.

Dor ti ma mamm-gozh a zo digor met n'emań ket amań. Gwell a-se. Mont a ran e-barzh ma c’hambr, prennań an nor, hag astenn war ma gwele. C'hwezennoł yen a zo o verań a-hed ma daouividig ha ma choug. Dleet eo din klask kompren ar pezh a zo o c'hoarvezhout abaoe ar gwallzarvoud.

 

D’an 29 a viz Mae 1937

Ma c’hambr a oa ur sal frank e-lec'h ma c'hallen chom meur a zevezh. En ur c'horn e oa staliet daou wele; unan evidon hag egile evit ar vaouez a rae war ma zro. C'hoarielloł ha levrioł a oa berniet war estajerennoł hag e-barzh boestoł bras. Eüruzamant evidon, evit ma zud, ur bugel, ur plac'h dalc'het en he c'horf, a zlee bezań desket.
En ur c'horn all e oa un daol, kadorioł ha peadra da fardań boued, a-dreńv d’un nor vihan e oa un armelig leun a voued.
Ul lec'h a oa evit en em walc'hiń ivez.

Deus Sant-Yowan betek ar Wast e red ur wenojenn a-hed ar Renk. Daoust ma n’eus ket bet glav nevez ‘zo eo fankek ha risklus. Ne bad ket pell a-raok ma trofe ma botoł-sport eus gwenn-kann da ruzdu lous. A-zehou, en tu all da fońs ar bae, e welan tour iliz Sant-Suliav. Dre ma’z eo eur an dichal, n’eus nemet ur gorread geuniek e plas ar rinier. War ma zu kleiz, raden ha spern-gwenn a vir ouzhin a c’houzout petra zo a-dreńv dezho. Goude bezań treuzet ur wazh e kavan a-benn ar fin moger-dro ar Wast. Ken tost emań ouzh ar Renk, ma tiskenn ar wenojenn e naoz ar rinier evit hediń anezhe. Kerzhout a ran el lec’hid betek ar portal. Damzigor eo ar gloued houarn. 
Amań e choman da dortal. Aon am eus rak ar pezh a c’hellfen dizoleiń amań. Ma flanedenn zo war var da wintań. Met n’on ket evit mont war ma c’hiz ken. Dav dezhi. Treuziń a ran ar park. Poan am eus o vont war-raok, abalamour d’ar geot en deus kresket dieub bloavezhioł ha bloavezhioł pad. 
Ar Wast a oa bet savet diwar patrom ur maner klasel: ment ur c’hastell bihan, dilorc’h, un doenn war ziribin, lukanoł en he c’hreiz, div siminal vras. Daoust d’an teolennoł a vank ha d’ar prenestroł torret eo aes din gouzout pegen brav ha pinvidik e oa bet an ti gwechall. Sur on e oa un delwennig amań, a-us an nor. Ar Werc’hez Vari. Em spered en em vesk skeudenn ar wirionez a-vremań ha gevier an eńvor… An « eńvor » ? Perak an diaoul e teu ar ger-mań dit, Géraldine ? Ne oas ket bet ganet zoken, ma oa dilezet ar Wast abaoe pell. « Faltazi » an hini eo, levezonet gant ar pezh az peus lennet !

Prennet eo an nor. Fellout a ra din mont e-barzh evelkent. Ul lamm, hag e tizhan rizenn ur prenestr. Aze e silan ma dorn dre un toull er gwer hag e teuan a-benn da zigeriń. Korf marv ur gouelan a zegemer ac’hanon. E bluńv gwenn a-strew a c’holo ar plańchod. Trouz ma c’hammed a zasson e-barzh ar pezhioł goullo. Du-mań du-hont eo kouezhet plastr ar mogerioł. Iskiz. En em reteriń a ran en ti evel ma vijen bet o chom ennań. 
En em gavout a ran dirak ar skalieroł a ya d’al laez. Touiń a rafen n’eo ket ar wech kentań e pignan gant an diri-mań. Diwall a ran a gerzhout war ar re a zo brein. Niverusoc’h-niverusań int avat. Daoust d’an dańjer, ne c’houlan ket chom a-sav, techet on da vont uheloc’h c’hoazh, betek ar c’hrignol. 
Dre ma’z eo toull-didoull an doenn, e kouezh bannoł sklźrijenn dindan he framm memestra. Gourlammat a ran. Al lec’h zo bet aloubet gant ur bagad gouelini a nij kuit en ur wic’hal pa erruan. Ober a ran tro ar pezh. Kat on da lavarout pelec’h e oa ar gwele, an arc’h-c’hoarielloł… Ac’hanta ! Erru on sot pe betra ? 
A-daol-trumm e stok ma zreid ouzh un dra bennak. Astenn war al leur, drailhet he sae, lous-spontus he dremm, e kavan ur boupinell borselen gozh. Ma foupinell din… Badaouet on gant ar pezh a gomprenan. Hag e teu dour e-barzh ma daoulagad, evel ma vijen ur plac’hig bihan. Ur plac’hig bihan a zek vloaz ha pevar ugent .

 

D’ar 7 a viz Even 1937

Krediń a ra din eo poent komz diwar-benn ma jestr kriminal. E-pad ar bloavezhioł-se em boa graet van da vezań eürus. Karout a raen ma zud hag e chomen kuzh evit ober plijadur dezho. Met un dra fall a oa o kreskiń ennon, ar c'hoant d’en em veńjiń. 
Oc'h ober ar jestr-se, un nozvezh ma oa kalz a dud er gźr, er sal-debriń, dirak an holl, em boa diskouezet e oan bev hag em boa pinijet ma zud.

Lazhet em eus ma c'hoar, Angčle a oa hec’h anv...

Ha bremań on bac’het c’hoazh…

Distreiñ / Retour