|
Ur
beure e lakaas an arzhez ur gastelodennad
yod da dommañ evit al lein. Teir skudell a oa war an daol : Unan
vras evit an arzh, unan grenn evit an
arzhez hag unan vihan-tout evit an arzhig.
Met pa voe poent d'an tri arzh tañva
o skudelladoù e oa kalz re domm ar yod enne.
" Aiou ! "
a lâras an arzhig.
" Devet 'm eus ma zeod ! "
|
|